Vous êtes ici

Mediaoueg

E-ser monet e-barzh ar rouedad « Médiathèques Terre Atlantique », kenurzhiet get Kumuniezh-kumunioù Auray Quiberon Terre Atlantique, e kresk a-galz ar servijoù kinniget get al levraouegoù-mediaouegoù. Adal bremañ e c'hellit tostaat d'an holl dielloù dijapl àr ar rouedad, tenniñ gounid ag un danvez niverel puilhoc'h, bout ur gwel àr abadennoù ha degouezhioù nevez ha pinvik.

Evit ma tenneet ar gwellañ gounid ag ur c'hinnig daet enta da vout frankoc'h o deus en em glevet Kumuniezh-kumunioù Auray Quiberon Terre Atlantique hag an 22 gumun daet er rouedad ; kenlabouret o deus a-benn da unvaniñ o servijoù.

Bout koumanantet d'ar rouedad : ur gartenn hepken.

Get ar mem kartenn – ur gartenn nevez enta -  e veet koumanantet d'ar rouedad hag e e c'helleet amprestiñ tost 240 000 diell (levrioù, kelaouennoù, sonerezh, videoioù...) dasparzhet etre 22 mediaoueg  ar rouedad (lod anezhe get dielloù, danvez na gaver ket e pep lec'h).

Ul lec'hienn internet kenrannet

 Ur wezh aet àr borched mediaouegoù Terre Atlantique e vo tu deoc'h :
  Klask, lec'hiiñ, miret an dielloù e-barzh razh mediaouegoù ar rouedad.
Diwallit : Ret e vo distroeiñ an diell en-dro er vediaoueg lec'h m'emañ bet amprtestet.

 • En em lugiñ doc'h ho kont lennour dre ho chomlec'h postel hag ho ker-kuzh :
    - Evit miret dielloù e-barzh ur vediaoueg,
    - Evit goulenn ma vo astennet amzer hoc'h amprest,
    - Evit teurel ur sell àr roll an dielloù amprestet geneoc'h ha gouiet pegoulz o rentiñ.

 • Tenniñ gounid a vinvioù niverel ha danvez lakaet en linenn :
    - Kelaouennoù en linenn
    - Levrioù niverel
    - lec'hiennoù evit en em stummiñ e-unan
    - enrolladennoù ha filmoù savet get laz-soniñ Philharmonie Pariz

 • Teurel ur sell àr galañder an abadennoù aozet get mediaouegoù ar rouedad :
    - manifestadegoù broadel,
    - prantadoù kontadennoù,
    - stalioù-labour skriviñ,
    - emgavioù get skrivagnerion...